àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

gwelladenniñ ha kas dielloù da raktres kêriadenn ar muzik a vo tu ober da zigarez devezhioù ar glad

gwelladenniñ ha kas dielloù da raktres kêriadenn ar muzik a vo tu ober da zigarez devezhioù ar glad

Kêriadenn muzik Breizh e kumun Bear en Aodoù an Arvor a zo ur pezh mell raktres lañset e 2024 get ar pal digor d’ar publik e 2030.

Barzh an abati kozh, 3000 metrad karez diàr an 10 000 a zo er savadurioù a vo gouestlet d’ar raktres.

Juluen Kornig, prezidant kevredigezh kêriadenn muzik Breizh a ro soñj deomp a pal ar raktres, hag ar pezh a vo kinniget da zigarez devezhioù ar glad ar sadorn 20 a viz Gwenholon. Emañ gant Tomaz Laken a Radio Tregor Goelo.

Diouzh noz e vo ur fest-noz e kumun Prat, just é-tal Bear, hag animasionoù a bep seurt e pad razh an devezh e vo animasionoù diàr benn ar festoù-noz hag a oa bet anavezet giz glad en Unesco e 2012.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio