N'eo ket renket an diaesamantoù gant Lise Diwan Karaez
Distroet eo al liseidi zo skoliataet ‘bal lise Diwan zo ‘ba Karaez ur sizhun zo. Ha sioulaet eo ar speredoù e-keñver warlene ? Ur blokus ‘oa bet savet gant ar re yaouank gaozen felle dezho ‘vefe fiziet ‘bal lise ar savadur ma ‘oa kouskva ar merc’hed hag an oaled. Ouzh L’aile, ar gevredigezh zo he c’hefridi merañ allise, ‘noa manifestet al liseidi. Penaos eo an traoù e miz Gwengolo ? Ur prantad marc’hata zo er mare mañ etre skipailh merañ lise Diwan hag ar Rannvro evit goût penaos ‘vo ingalet ha meret ar savadurioù adalek miz Genver… Un nebeut titour gant Yann-Fañch Millet zo rener al lise. Emañ gant Erwan Blanchard.