àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Unanet eo an arzourien.ezed evit ar brezhoneg

Unanet eo an arzourien.ezed evit ar brezhoneg

Ar bloavezh 2025 a zo bet start evit hor yezh hag hor sevenadur ha peadra a zo da vezañ nec'het. Deuet eo neuze ar c'hoant d'ar ganerez Gwennyn ober ur sonadeg evit souten ar brezhoneg, anvet « Breizh a Live ». An arzourien hag arzourezed Denez, Nolwenn Korbell, Brieg Guerveno pe c'hoazh Christophe Miossec o deus respontet d'ar galv e mesk reoù all. Clarisse Lavanant a savo he mouezh hi ivez. Muioc'h a ditouroù ganti war an darvoud-se a vo 'benn disadorn e sal ar Glenmor e Karaez.



Clarisse Lavanant ha Dom Duff a oa bet aterset gant Yann Boishardy deus RKB. D'ar 6 a viz Gwengolo e vo dalc'het ar gouel « Breizh a Live » e Karaez. Ur brezegenn a vo ivez war dazont ar brezhoneg, adalek 2e30. Sonadegoù a vo da c'houde betek 11eur noz, hag ur fest-noz evit klozañ ar gouel betek 2e mintin.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio