àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 14 a viz Eost 2025

Keleier ar vro d'ar Yaou 14 a viz Eost 2025

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

Un diskouezadeg ag an arzour Robert Micheau-Vernez a zo en Oriant ar mare-mañ.

Ur bochad oberennoù ag l livour, tresour, kelennour, kizellour faiañsour ha paotre barrek àr an arz sakr a zo da welet.

Mikael Micheau-Vernez, mab an arzour ha Sten Charbonneau anavet vit bout troour, o doe kejet e Gouel ar gelted blezadoù ‘zo. Ha justawalc’h, e-pad gouel ar Gelted he deus Aodren Trehin kejet get Sten Charbonneau en diskouezadeg. Eñ anava mat oberenn Micheau- Vernez, ha kontiñ a ra deomp pegen talvoudus eo.

Moiand ‘zo dijoloiñ digoust labour an arzour betek an 21 a viz Gwenholon en Oriant.

Da glevet ivez er c'heleier:


-Ar marc’hatadennoù diàr feur-emglev àr saotradur plastik a chom bout e Geneve e Bro Suis.

-Emmanuel Macron a anzava evit ar wezh kentañ he deus Bro Frañs brezeliet e Bro Gameroun e-pad an didrevadenniñ.

-Nac’het en deus ez-ofisiel an FNLKS, strollad dizalc’hour Kaledonia-nevez, emglev Bougival.

-Kavet 'zo bet listeria 'barzh un 40 keuz bennak.

-E Breizh emañ terzhienn an deñved en em streviañ.

-Kroget eo an enklaskoù geo-teknik e pleg-mor Montroulez evit sevel ur park tourioù-avel àr vor.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio