àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Reportaj get krennardezed ha krennarded Kenleur àr-nes monet àr al leurenn e Gouel ar Gelted

Reportaj get krennardezed ha krennarded Kenleur àr-nes monet àr al leurenn e Gouel ar Gelted

En Oriant emañ c’hoazh ar mare-mañ Emvod ar gelted. Unan ag an arvestoù pennañ a vez kinniget e stad ar Voustouer get dañsourion ha dañsourezed ar broadoù kelt.

Aet e oa Aodren Trehin d’ober ur reportaj a-dreñv al leurenn dimerc’her noz, un nebeut munutennoù a-raok ma grogehe an arvest. Kejet he doe doc’h izili yaouank Kenleur, ar gevredigezh hag a voda ar c’helc’hioù keltieg.

Klevet e vo ganeoc’h doc’htu krennarded a kelc’h keltieg Gwened ha Lokoal Mendon, Guillaume, ur c’homedian ha Manon a zo mamm a youl-vat.

Padañ a ray ar gouel betek disul noz get tem kendirvi Amerika ar blez-mañ.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio