àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

An arvest Spluj e Jamaika

An arvest Spluj e Jamaika

E fin miz Gouere e oa bet pedet ar strollad c'hoariva Piba da ziskouez ur pezh c'hoari, Spluj, e 30vet kendalc'h an AIFM, Aotrouniezh Etrevroadel an Donvor, e Kingston, e Jamaika. Diwar ur c'henlabour etre skiantourien an Ifremer hag ar strollad c'hoariva e-bourzh bag ar Pourquoi Pas e bet savet ar pezh c'hoari-se, ur c'henlabour arzel ha skiantel neuze. Ur splujadenn en donvor kaset gant komedianed, evel Kristof ar Menn. Muioc'h a zisplegadennoù gantañ.

Kristof ar Menn a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. N'eo ket bet gwall frouezhus kendalc'h an AIFM siwazh. N'eus bet votet kod etrevroadel ebet evit ar mengleuzerezh en donvor. Daou stad ha tregont, Frañs en o zouez, a sav a-du gant un ehan, ur « moratoire », war an tem-se.


Skeudenn : Sebastien Durand

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio