àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Lun 4 a viz Eost 2025

Keleier ar vro d'ar Lun 4 a viz Eost 2025

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

An dibenn sizhun-mañ e oa Festival Penn ar Bed e Kraozon.

60.000 a dud oa bodet di evit selaou strolladoù a 30 bro disheñvel. Ar strollad Afro Jazz a Senegal Dieuf-Dieul de Thiès en doa sonet er gouel. Laurent Riou eñ, a oa a youl-vat. Goulennataet e oant bet get Anton Burel ha Pauline Daniel ag Arvorig FM. Trifina Baudu he doe graet àr-dro ar jubenniñ.

Ha da glevet ivez er c'heleier:

-Emañ ar gwask é kreskiñ àr gouarnamant Bro Alamagn, kevredad istorel Israel.

-Prest e vehe a-benn nebeut amzer ur bilulenn enepkonsev evit ar baotred.

-Gwiriekaet e oa bet ar raktres lezenn evit emrenerezh Korsika e kuzul ar vinistred.

-Kroget e oa 54vet Gouel ar gelted digwener en Oriant.

-Trec’h e oa bet Pauline Ferrand-Prévot dec’h e Tro Bro Frañs ar maouezed.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio