àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur vedalenn argant a zo bet gounezet get paotred bro Frañs er c'hampionad frisbee

Ur vedalenn argant a zo bet gounezet get paotred bro Frañs er c'hampionad frisbee

Komzomp diwar-benn ar sportoù, gant ur sport a zo dianavezet : an ultimate frisbee. An dibenn-sizhun tremenet e oa bet dalc'het e bro Sued kampionad Europa ar frisbee, ha gounezet e oa bet gant skipailh Bro C'hall ar baotred ar vedalenn arc'hant. 3 breizat a oa e-barzh ar skipailh, en o zouez, Kevin Chappe, ezel eus kleub "Diskuizh Utimate Brest".

Aet eo ar maout gant ar soazon, ur skipailh gant ul live uhel-kenañ, hervez Kevin Chappe. Ar bloaz a zeu e vo krouet skipailh Breizh evit mont d'ar Windmill Tournamant, a zo ar c'hampionad gant al live uhelañ en Europa. Selaomp Kevin Chappe a zo dre bellgomz gant Pauline Daniel deus Arvorig FM.

Touarnamant Breizh a vo dalc'het d'an 13 ha 14 a viz Gwengolo e Porspoder e Bro-Leon.

Kevin Chappe a zo a zehoù war ar foto

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio