ur gerzhadenn etre Groñwel ha Roazhon a oa bet aozet get an UDB yaouank
Gellet fiñval hep an oto e kreiz Breizh, setu ur stourm kaset get kevrenn ar re yaouank en UDB, strollad politikel Unvaniezh demokratel Breizh
Ur gerzhadenn etre Groñwel ha Roazhon emaint é ober, giz arouez eus an diaesterioù a zo d’ober hep transportoù a-stroll, ha dreist-holl hep tren. Un 10 den bennak o deus kemeret perzh d'ar gerzhadenn en holl. Arc’hoazh e erruint e Roazhon.
Em gavet he doa Aodren Trehin get ar strolladig dirak ti-gar Pondi e fin ar sizhun paset. Ewen Averty Le Bloa ha Clément Azevedo a zo doc’h he mikro.