GBB 2025: a-benn bremañ e vo aozet bep bloaz!
Ar Brezhoneg ‘oa bet lakaet war wel ‘ba maner Kernaod e-kerzh an dibenn sizhun mañ ! Meur a gant festivaler ‘zo bet betek Mellag, chouk da Gemperle, evit profitañ eus ur programm birvidig kinniget gant GBB, Gouel Broadel ar Brezhoneg : digwener noz ‘oa roiet lans d’ar gouel gant an taol lans ha da heul ‘oa bet daou devezh gant konsertou, taolioù krenn, diskouezhadegoù, gouren ha kement zo. Evit ar wezch kentan ‘oa aozet ar gouel ‘ba Mellag, neuzen, ‘ba ul lec’h dibar, Ronan Kerbiquet, prezidant Mignoned ar brezhoneg zo penn GBB. Emañ gant Erwan Blanchard.