Devezh gouel broadel Catalunia eo hiziv
"Cap a la independencia" setu ger stur an devezh hiziv 'ba Catalunia, devezh gouel broadel ar vro. Ur bloaz goude ar vanifestadeg vras a oa bet e Baracelona 'vit goulenn Frankiz ar Vro 'zo savet ur chadennad tud a-hed harzhoù Generalitat Catalunya, tu Bro-Spagn ha tu Stad C'hall. Ur chadenn diwar skouer an hini 'oa savet gant pobloù broioù balteg e 1989 'vit diskouez d'ar bed a-bezh e felle dezho bezañ distaget eus an URSS. E Catalunia 'zo war dro 400 000 den war 400 km o c'houlenn 'vefe kinniget ur referendum d'ar Gatalaniz ha lakaat 'nezho da reiñ o soñj war ar mod da renañ o bro. Un nebeut chadennoù giz se 'zo bet savet un tammig pep lec'h 'bar bed 'vit souten ar stourm. N'halle ket an holl Gatlaniz mont d'o Bro evit sevel ar chadenn: en o zouez Nuria Garcia 'zo o chom 'ba bro Landerne. Un nebeut displegadennoù ganti ouzh mikro Erwan Blanchard.