àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 9 a viz Gouere 2025

Keleier ar vro d'ar Merc'her 9 a viz Gouere 2025

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Breizh a Live, sonadegoù evit difenn ar brezhoneg

Start eo bet ar bloavezh 2025 evit hor yezh hag hor sevenadur...Digresket eo ar c'hementad a geleier e brezhoneg war ar radio publik, diaesterioù arc'hant a zo gant Diwan, Sonerion pe c'hoazh Dastum ; freuz-stal a zo bet graet gant Coop Breizh...Peadra a zo da vezañ nec'het. Deuet eo neuze ar c'hoant d'ar ganerez Gwennyn ober ur sonadeg evit souten ar brezhoneg, en diskar-amzer. Meur a arzour hag arzourez all a savo o mouezioù ivez. Muioc'h a ditouroù ganti war an darvoud « Breizh a Live ».


Ha da glevet ivez er c'heleier :

  • 10 den a zo bet lazhet e Kenya dilun e-kerzh ar manifestadegoù a-enep d'ar gouarnamant

  • Tanioù bras a zo e Su Frañs

  • Votet eo bet al lezenn Duplomb gant ar gannaded dec'h

  • Ankeniet eo kreizennoù sokial Kreiz Breizh gant diskar gwirioù ar maouezed er vro

  • Gellout a reer bremañ dougen klemm e ospital Kemper evit feulsterioù priedel pe tagadennoù seksel

  • Freuz-stal 'zo bet graet gant ar gevredigezh Abi29

  • Sport

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio