àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Eskopti Gwened deus lâret ya d'ar brezhoneg.

Eskopti Gwened deus lâret ya d'ar brezhoneg.

Dec'h e oa lidet àr na ton braz sinadur ar garta lakaet e plas get Ofis Publik ar Brezhoneg. Setu ur lodenn ag ar labour zo bet kaset da benn a-c'houde meur a viz get ur strollad tud a faot dezhe vehe muioc'h a vrezhoneg er vuhez iliz dre vras. An eskop, Raymond Centene, daet a vro Kataluña neus pouezet passabl iwez evit ma vehe anatoc'h implij ar yezh pe vehe e oberezh an eskopti pe er lidoù. Ar wezh ketañ eo ma vez sinet ar garta get un eskopti, èl ma lâro deomp Léna Louarn. Liammoù krenv oa etre ar yezh hag ar relijion e penn ketan ar c'hantved. An tad Hermenegilde Cadouelan, beleg e Langonnet a zispleg deomp penaos doa chenjet an traoù. An tad Cadouelan ha Lena Louarn doc'h mikro Yaëlle ar Mouel.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio