àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Gouel Broadel ar Brezhoneg 2025

Gouel Broadel ar Brezhoneg 2025

2 eurvezh abadenn war-eeun eus Maner Kernod, ul lec'h istorel e Mellag evit Gouel Broadel ar Brezhoneg.

Fulup Jakez eus Ofis publik ar brezhoneg ha Paul Molac, kannad, a zo bet pedet evit an eurvezh kentañ evit lakaat ar gaoz war stad ar yezh.

Liza Jakez-Vargas eus ar gevredigezh Aerlin ha Maksim Crahé eus Radio Bro Gwened a zo bet pedet evit kaozeal eus implij ar brezhoneg er bed kwir.

Kadvael Jolived eus an daouad rap Plouz ha Foen hag ar ganerez, sonourez ha komedianez Nolwenn Korbell a responto ouzh goulennoù Enora Molac diwar-benn implij ar brezhoneg e bed an arzoù.

Hag evit klozañ e vo klasket kompren hag-eñ zo atav ur ster politikel gant ar gouel asambles gant :

  • Lena Louarn, stourmerez, bet kuzulierez e rannvro Breizh ha renerez Skol an Emsav.

  • Tangi Louarn, stourmer hag e-touez ar re o deus krouet Skol an Emsav.

  • Yves-Marie Derbré-Salaün, stourmer, ezel eus ar gevredigezh Mignoned ar brezhoneg ha teñzorer ar rouedad Diwan.

    Un abadenn kinniget deoc'h gant : Enora Molac, Neshka, Pauline Daniel, Laetitia Fitamant, Morgane Bramoullé, Metig Jakez Vargas, Koulm' ha Marianne Vaidie.

    Teknik : Bruno Blanchard, Clément Samson ha Nicolas Milice.

Festivalioù Breizh

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio