àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Emañ liseoù 'zo skoet get an digresk demografel

Emañ liseoù 'zo skoet get an digresk demografel

Un danevell nevez embannet get kambr rannvroel ar c’hontoù he deus graet pasabl a drouz : an hani diàr mod merriñ al liseoù publik get ar rannvro, hag a zo he barregezh en ober.

An elfenn he deus desachet ar muiañ an evezh a zo ar c’hinnig serriñ liseoù zo, get ul listenn resis. 13 lise a vehe bresk ha 7 a vehe en arvar.

A-benn kompren sklaeroc’h, Aodren Trehin a oa bet é atersiñ Stéphanie Stoll dilennadez er rannvro er strollad ag an tu kreiz Ni Breizhiz. Perzh eo ag ar bodad stummadur, hentañ ha yezhoù Breizh.

A-benn miz Kerzu, sañset 'vo kinniget get ar bodad nevez ur steñv hollek àr merañ al liseoù evit azasaat diouzh ar cheñchamantoù bras-se. Pezh zo sur eo kizidig ar sujed hag e vo kalzig a dabutoù !

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio