Distro skol ar re c'hlas eus Breizh
Disadorn ba Pondi o doa en em vodet izili kuzul politikel ar re C'hlas ba Breizh.
An digarez da gempenn aozadur ar c'hendalc'h digreizennet a vo 'benn miz kalañ-gouianv. Lakaet eo bet ar gaoz àr strategiezh ar strollad politikel evit an tri blez da zonet ha tostoc'h, evit dilennadegoù kêr é tonet. Ur gwir c'hoant da vout distag ag ar PS zo get ar vilitanted. Olwen Denez zo perzh er c'huzul rannvroel. hiroc'h neus displeget da Yaëlle ar Mouel.