àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Avel Em Fenn - Merc'her 18 a viz Mezheven

Avel Em Fenn - Merc'her 18 a viz Mezheven

Daet eo stajidi Stummdi Gwened betag studio RBG, hag enrollet o deus ur faltazi radio a-ziar an hiriennoù, peotramant ar c'homplodoù. Gouiet a rit ema bet lazhet rac'h an evned aveid lakaat dronoù en o flas?

Klevet vo Tangi Rouzo en-dro, berped é tisplegiñ e vicher gov, ha Camille Argouarc'h a gKeit Vimp Bev a lar petra zo da lenn e Louarnig ar miz-mañ. C'hwi glevey penn kentañ eil lodenn kronikenn Barzaz gouestlet da livr Visant Roue 'Istor ar Vretoned'. Ne chome ket trawalc'h amzer aveid skignal ar gronikenn en he fezh, neuze e vo adskignet arc'hoazh. Ar c'heleier vez kaset e kreiz an abadenn get Gwenval Delanoe.

passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio