àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Gouel ar sonerezh : un digarez evit anavezout gwelloc'h strolladoù bihan ar vro

Gouel ar sonerezh : un digarez evit anavezout gwelloc'h strolladoù bihan ar vro

Gouel ar sonerezh a oa bet lidet e pep kumun a zo pe dost disadorn. Un digarez eo ar gouel evit arzourien ar vro da bignat war al leurennoù ha bezañ anavezet. Ar vreudeur Quentin hag Alexandre Alberts, eus bro Gerne, o doa sonet war leurenn an Novomax da skouer, e Kemper. Nevez a walc'h eo o strollad, anvet « La Chose » ha klask a reont soniñ muioc'h mui. Un daouad souezhus int, etre Cabaret, rock ha c'hoariva, e meur a yezh.


An daouad « La Chose » a vo tu gwelet e Skaer, e chapel Saint-Adrien, d'ar 27 a viz Gouere. Klip kentañ an daouad, « Intermarché », en doa gounezet priz QIFF ar juri ha QIFF an arvesterien er festival QIFF e Kemper ar bloaz-mañ.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio