àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Meilh Rosulien : ur veilh-dour evel gwechall

Meilh Rosulien : ur veilh-dour evel gwechall

Nebell eus an Oded, etre ur c'hoadig ha kal Rosulien war vord ar stêr, emañ kuzhet meilh-dour Rosulien e Ploveilh. Fabienne Le Henaff, eus kevredigezh « milinerien Rosulien », a ginnige ur weladenn eus al lec'h dianavezet-se digwener da noz. Betek 1911 en doa servijet ar veilh eus ar 17vet kantved. Goude-se e oa bet tud o vevañ er veilh kozh, a-raok na vefe dilezet al lec'h e-kreiz an 20vet kantved. Adkavet en deus ar savadur e berzh orin un nebeud bloavezhioù zo, da heul mennozh Serge Kergoat, rener un embregerezh vrudet eus ar vro...


Fabienn Le Henaff a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas, e meilh-dour Rosulien, ho peus klevet o treiñ e fin ar reportaj. Bleud gwinizh du ha gwinizh gwenn bio, produet war al lec'h er veilh artizanel, a vez kinniget da werzhañ war al lec'h gant izili ar gevredigezh.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio