keleier 5:30
@@@Tri devezh hep eviñ takenn alkoll erbet.@@@
'benn àrc'hoazh 'vo lañset ar pezh 'zo anvet « Le défi landernéen », memes koulz hag an « Défi » 'zo 'ba Brest. Gelliñ 'ra an dud faot dezhe arsav a evañ chwaj o devezhioù etre 'benn àrc'hoazh ha dimeurzh kentañ. Roger Kermarreg zo ezel ag ar gevredigezh « Vie Libre », lâret neus hiroc'h da Erwan Blanchard.
Ar pennad komz
@@@Gwerzhiñ àr-eeun produadur an tier-feurm.@@@
'Benn disadorn 'vo marc'had ar broduerion e ti feurm Yveline Ha Roger Dagorne, e Plougernevel, e-tal Rostrenn. Savet eo get ar gevredigezh peizanted « Kreiz Breizh terre paysanne ». Lâret deus Yveline Dagorne bezprezidantez ar gevredigezh hiroc'h doh mikro Tudgual Karluer.
Amañ
@@@Bev eo kluboù tud kozh ar vro.@@@
A-c'houde dilun emañ tolpet tud ar gevredigezh Les Ainés Ruraux e Gwidel. Kement-mañ en arbenn ag ar c'honkour bouloù savet a-live broadel evit an daouzekvet gwezh. Daet eo tud a-bep korn a Frañs neuze da c'hoari ha da gavout plijadur durant tri devezh.Nebeutoc'h emaint é kemer perzh met ar pal ketañ zo chomet ur sort : pas ket bout e-unan. Lucien Kerbrat ha Claude Jaouen doh mikro Yaëlle ar Mouel.
An atersenn