àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 17 a viz Even 2025

Keleier ar vro d'ar Meurzh 17 a viz Even 2025

Karregoù istr evit gwareziñ kêr Bempoull?

Sed aze ur goulenn a oa bet savet gant dilennidi ar vro gant ar c’habined enklask brestad ADEUPa. Kinnigoù a oa bet savet ganti, kinnigoù ostilhoù da dalañ doc’h cheñchamant an hin. A-bouez eo ar sujed-mañ en kêr Bempoull, peogwir emañ war bord ar mor, ha bet savet an tiez war ur wern : ur riskl bras a dourbeuz zo, dreist-holl e karter an ti gar. Emaoc’h o vont da glevet hiroc’h diouzhtu gant Gwenvael Delanoe Ar Berr, ha klevout a rit zo bet savet kinnigoù dreist-ordinal.

Ha da selaou 'bar c'heleier ouzhpenn:

  • Dieubet eo Yanis Mahmdi, kazetenner Blast a oa bet harzhet gant polis Izrael

  • Kiiv dindan ar bombezennoù adarre

  • Direizh eo bet an dilennadoù prezidant 'ba bro-Bologn.

  • Lez ar c'hontoù Breizh a dav direizh ar mod m'eo meret takad Kerampuilh 'ba Karaez

  • An izili eus FDSEA 56 'ba Lidl Pondi ouzh prizioù re izel

  • Paravelo: Katell Alençon hag Alexandre Leauté zo kampionidi Frañs!

Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard

Poltred: cybevasion.fr

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio