àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Kampionad Frañs mell-droad gouezeleg 'vo 'ba Brest a-benn disadorn

Kampionad Frañs mell-droad gouezeleg 'vo 'ba Brest a-benn disadorn

Evit ar wech kentañ ‘vo aozet Kampionadoù Frañs mell-droad gouezeleg ‘ba Brest ! ‘Benn disadorn eo war-dro 700 c’hoarierez ha c’hoarier ‘vo war tachennoù Brest evit lakaat war wel sport brudetañ Bro-Iwerzhon. Anveet eo an tournamant gant ar federasion GAA hag a ren ar sport-se er bed. War dachennoù ar Gazeg Wen, Bouguen, Foch ha Kerzu bihan ‘vo dalc’het ar c’hrogadoù adalek 9e beure. Skipailhoù eus Breizh hag eus Bro-C’hall en em gavo asambles ‘vel ‘pezh a c’hoarvez bep daou vloaz. Amañ ‘ba Breizh ‘eo bet krouet ar c’hleub kentañ mell-droad gouezeleg 25 bloaz 'zo.

A-raok kampionadoù Frañs ‘oa bet roet lañs da gampionad Breizh, se zo kaoz e chom an ‘ni pouezusañ evit Tangi Moreau, ezel eus Gaelic Foot Bro Leon hag unan eus aozerien ar c’hampionadoù. Ha war-lerc'h 'vo klevet Ronan Kintin, unan eus gourdonerien ar c'hleub. Emaint gant Erwan Blanchard.


Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio