Chenjamant 'zo evit an auto-embregerien
Kempennet 'vo statut an auto-embregerien gant gouarnamant Bro-C'hall. Dreistholl 'vo cheñchet ar sammad uhelañ c'hall gounit un auto-embreger dindan ur bloavezh: eus 32 600 euro da 19 000 euro. Ur c'heloù fall evit an dud fell dezho krouiñ o labour hag o embregerezh aes ha buan. Selaouomp 'pezh a soñj Fabien Pradines, auto-embreger a werzha otoioù eil dorn 'ba Landerne. Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.