àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

N'eo ket reizh klemm Philippe Bizien ouzh Splann!

N'eo ket reizh klemm Philippe Bizien ouzh Splann!

Un trec’h gant ar media dizalc’h Splann !. Digwener e oa embannet disoc’h ar prosez a oa bet savet ouzh Splann ! gant Philippe Bizien saver moc’h ‘ba Landunvez ha prezidant ar c’hooperativoù Evel’ Up hag Inaporc. Nullet eo ar prosezadur klemm gant ar varnerien. Ar prosez kentañ eo zo bet ouzh Splann abaoe 5 bloaz m’eo bet kroet… ur prosez mougañ ar gazetennerien ! Kaset en doa ar saver moc’h Splann ! dirak al lez varn, prezidant Alain Goutal, prezidant ar media enklask hag an daou gazetenner o doa skrivet ar pennad « Copains comme cochons ». Evit ar produer moc’h eo ul labour da wallvrudañ anezhañ zo bet embannet war lec’hienn ar media breizhad e 2024. Kristen Falc’hun asambles gant Ines Leraud eo ar re o doa skrivet ar pennad. Ar pezh a diskouez diviz ar varnerien eo eoa goullo doser Phlippe Bizien. Emañ Kristen Falc’hun gant Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio