àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Bleuñviñ a ra ar pardonioù er c'houlz-mañ eus ar bloaz e Breizh

Bleuñviñ a ra ar pardonioù er c'houlz-mañ eus ar bloaz e Breizh

Kroget eo koulzad ar pardonioù e Breizh. Troveni Santez-Anna Wened a oa loc'het sizhunioù zo dija, e miz Meurzh. E-pad an hañv eo dreist-holl e vez enoret sent ar vro. Hag e pep lec'h e Breizh eo krog dija strolladoù tud a-youl vat da aozañ pardonioù, ouzhpenn kempenn ar chapelioù a-hed ar bloaz. E Ploneiz e vez lidet pardon Santez-Anna e miz Gouere. Sañset eo bezañ lidet d'ar 26, met rediet eo an aozerien da aozañ an darvoud un tamm abretoc'h, 'vel ma tispleg Jean Trellu, eus kevredigezh mignoned Santez-Anna.



Jean Trellu a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Gwechall e oa anvet pardon Santez-Anna « pardon al lus », peogwir e veze dastummet lus gant an dud war an hent o tistreiñ eus ar pardon. Dalc'het e vo neuze ar bloaz-mañ d'ar 6 a viz Gouere.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio