àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur vanifestadeg war vor a-enep da Volloré

Ur vanifestadeg war vor a-enep da Volloré

Miliadoù a dud a oa en em vodet e-pad an dibenn-sizhun e Gwiskri, Fouenn hag en Erge-Vras evit lakaat war wel ha burutellañ ar « sistem Bollore ». Perc'henn eo ar miliardour breizhad war ur strollad mediaioù, an ti embann Hachette, uzinoù batiri « Blue Solutions » hag uzinoù busoù tredan. Ouzhpenn da se eo perc'henn ivez war enezenn al Loc'h, enezenn vrasañ an inizi Glenan. Ha dibabet en deus goprañ ur faskour evit diwall an enezenn-se. Abegoù e-leiz a oa neuze evit ar strollad Emsavadegoù ar Mervent da aozañ an darvoud « Savomp ar gouelioù » a-enep da Vincent Bolloré. Dylan a oa e-bourzh unan eus ar bigi en doa kemeret perzh er vanifestadeg war-vor. Selaouomp anezhañ.



Dylan a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Disadorn a-hed an devezh e oa en em vodet ar stourmerien e Gwiskri rak nac'het e oa bet an aotre dezho da aozañ un darvoud e Fouenn war un dachenn foran. 600 dioute o doa manifestet disul da c'houde hervez an aozerien dirak uzin Bollore en Erge-Vras.



Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio