àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Awel Em Fenn - Gwener 23 a viz Mae

00:00 / 00:00

Awel Em Fenn - Gwener 23 a viz Mae

Hadomp espirañs! Chetu tem an abadenn-mañ. Na bout e seblant bout du awalc'h stad ar bed er c'hours-mañ, eh es moian hadiñ espirañs ur seurt. Barzh hos abadenn hiniv e kont Anna Preden penaos e treuzkas ar pezh a zo a-bouez dezhi - an arz, ar brezhoneg, an natur hag an en-dro - en he labour, en he abadennoù get ar re vras hag ar re vihan, en he zaolennoù. Ha displeg a ra un tammig penaos gober ar pazennoù kentañ davet bout emren a-fed boued.

Loeiz Beleg a ra ar liamm etre ar skiant-faltazi hag ar skiant-gwirion en e gronikenn Ar Hentoù an Antroposen: penaos en doa ragwelet Isaac Asimoz e furchehe mab-den un deiz bennag penaos tenniñ energiezh an heol ag an egor, a-benn en-devout trawalc'h a dredan aveid an douar?

Hag aveid ar wezh ziwezhañ 'barzh an heuliadenn-mañ e vo klevet bouezh Thérèse Provost a Velrand, plac'h ar louzoù hag ar remedioù-gegin, aterset e 1993 get Monik ar Boulch. Komz a ra a zrougoù bihan pemdeziek ha penaos gober àr o zro get ar pezh a vez kavet er gegin hag er jardrin. Emren ha lec'hel, mod ar re gozh.

passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio