àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Gouel Tangi Malmanche : un digarez da zizoloiñ ar skrivagner e Plabenneg

Gouel Tangi Malmanche : un digarez da zizoloiñ ar skrivagner e Plabenneg

Adalek digwener e vo lidet ar skrivagner meur a Vreizh Tangi Malmanche. Gant ar gevredigezh "Kroazhent" eus Plabenneg 'zo kinniget Gouel Tangi Malmanche 'vit diskouez d'an dud oberenn ur romantour, skrivagner pezhioù-c'hoari, ha kement 'zo, ha n'eo ket gwall vrudet en e vro. Bevet 'noa Tangi Malmancje e vugaleaj e Plabenneg, setu perak e c'hello an dud dedennet mont war roudoù ar skrivagner. Selaouomp Yvette Appéré eus ar gevredigezh "Kroaz hent". Emañ ouzh mikro Erwan Blanchard. 'Benn digwener, 'ba sal Marsel-Bouguen, da 6e noz e lorc'ho an traoù gant ul lennadenn kaset da benn e galleg gant Gi Moign: "Gwreg an Toer", da heul 'vo c'hoariet ar pezhioù-c'hoari e brezhoneg. 'Benn disadorn; da 10e 'vo skignet ur film gant ar vreudeur Caouissin : Les Mystères du Folgoët. Ha goude merenn 'vo kinniget ur valeadenn hag a loc'ho eus chapel Loc-Maria 'vit mont war roudoù Malmanche.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio