MARIUS HA FANNY
MARIUS ha FANNY
Daou film sevenet gant : Daniel Auteuil (2013)
Gant : Daniel Auteuil, Raphaël Personnaz, Victoire Bélézy, Jean-Pierre Darroussin.
Da'm soñj e oa savet keuz gant Daniel Auteuil goude filmoù Claude Berri : Jean de Florette ha Manon des Sources. Soñj ho peus marse ag ar filmoù-se, gant Yves Montand hag Emmanuelle Béard. E oa Daniel Auteuil Ugolin, an heni waet foll gant e garantez evid ar Manon vraw, mez honnezh a gare ar mestr-skol, ha n'eo ket ar paour-kaezh peizant. En em santiñ a ra mad Daniel Auteuil e bed Marsel Pagnol, kredabl, ha c'hoant en deus bet da gas an traoù pelloc'h. Ha setu daet Marius gantañ. Ha pandeogwir nend a ket Marius heb Fanny eh eus un eil film amañ ive, Fanny e ditl, evel-rezon.
Un den ganet e 1895 e Aubagne e oa Marsel Pagnol. Skolaer laik ha republikan e oa e dad, hag a oa daet d'ober skol e Marseille. Goude en doa kroget Marsel Pagnol evel kelenner, mez buan e tilezas ar vicher-se evid gouestliñ e amzer d'al lizheradur. Skrivet en doa evid an teatr mez abred a-walc'h e oa bet dedennet gant ar sinema. Unan ag ar c'hentañ filmoù lec'h ma komze an aktored eo Marius (bet sevenet gant ar Paramount). Mez sevel a reas Pagnol e gompagnunezh dezhañ goude, hag evel-se e oa bet sevenet La femme du Boulanger (e 1938), La fille du puisatier (e 1940), Topaze (e 1951) ha kement a zo.
Anavet eo istoer Marius ha Fanny kredabl, milanavet gant lod ahanaoc'h marse, dre ar sinema d'an nebeutañ. Mez plijuz eo adkavoud an dudennoù vrudet-se amañ : César (tad Marius), Honorine (mamm Fanny, c'hoariet gant Marie-Anne Chazel amañ), Panisse (Jean-Pierre Daroussin), Escartefigue ha Monsieur Brun. Plijuz eo kleved pouez-mouezh Marseille, hag a za ez-naturel gant an oll (lod a gavo marse eh eus re ag ar pouez-mouezh-se). Santet e vez eh eus bet plijadur gant ar sevener ha gant ar gomedianed da livañ buhez ar porzh braz, da roiñ da weled buhez an dud munud hag a ra he c'harakter, d'al liesañ, da gement kêr a zo.
Ne ouian ket mar tenn Marseille hiziw d'an heni en doa anavet Pagnol. Ne ouian ket mard eo ken bourrabl kêr hiziw-an-deiz, rag pa vez hanw a Varseille e vez komzet dreist-oll a dorfedoù a beb sort kentoc'h eged a istoerioù evel heni Fanny ha Marius. Marse ema ar skeudenn divalaw-se un tu d'ar Barizianed, dre warizi, da zuañ eil kêr vrasañ a Frañs evid gouarn ar monopole, kit da ouied... Nevez so eh eus bet diskouezet dimp labourioù braz graet e kêr evid roiñ un tres modernoc'h da Varseille, hag anavoud a ran tud sod gant o c'hêr, ur gêr lec'h ma vez plijuz da vevañ, diouzh a lâront. Sur a-walc'h n'eo ket mui Marseille, hag a-c'houde gwerso dija, evel ma oa da amzer Pagnol. Rag diamzeret eo ar romantoù-se a galz : ne vew ket mui ar yaouankizoù evel d'an amzer-se. Petra he dehe bet lâret Honorine p'he dehe bet dizoloet he merc'h noazh-pipouilh er gwele gant ur plac'h arall ?
An istoer-se nawazh n'eo ket displijuz da weled pe da adweled, rag en despet d'ar pewar-ugent vloaz tremenet (skrivet e oa bet ar pezh-c'hoari Marius e 1929), e chom fresk dirag kamera Daniel Auteuil. Kredabl ema a-gaoz d'an tem. Evel ar pezh 'm eus bet tro da lâret amañ ouzhpenn ur wezh dija, traoù ar garantez a chom traoù ar garantez ha treuziñ a raont an amzer en ur ziskoueziñ kement-se dimp, hag hañval a-walc'h. Moian zo da beb unan o c'hompren aez en despet d'ar c'hontekst, en despet d'ar c'henarroud.
Setu perag e hetan plijadur deoc'h ur wezh ouzhpenn er salioù teñwel, hag ar wezh-mañ e kompagnunezh Fanny ha Marius hag o bandennad. D'an nebeutañ n'int ket fall dud hag e vakañs eh omp...
Jean-Claude Le Ruyet.20130808.