Nozvezh ar mirdioù a vo disadorn noz, e Baod hag e lec'h all
Gweladenniñ mirdioù digoust hag en un doare digustum, setu ar pezh a vez kinnigetv get Nozvezh european ar mirdioù a vo disadorn. A c’houde 21 vlez e vez ag an darvoud-se tro-dro d’an 18 a viz mae.
Mikael Le Bihannic a zo kargiad kehentiñ ar C’huatro (Le Quatro) e Baod, e lec’h m’emañ mirdi ar gartenn post. Un tañva ag an nozvezh ispisial-se a vo roet deomp digeton doc'h mikro Aodren Trehin.
Peadra vo evit pep hani. Estroc’h Baod, un hanter kant mirdi bennak a vo tu gweladenniñ disadorn noz e Breizh.