àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Pourmen en ur ganañ : un doare disheñvel evit dizoleiñ Douarnenez

Pourmen en ur ganañ : un doare disheñvel evit dizoleiñ Douarnenez

Emañ an hañv o tostaat ha marteze ho poa dibabet mont da vale evit profitañ eus hentoù ar vro. E Douarnenez e kinnige ar c'haner Jañ-Mai Havart un doare digustum da zizoleiñ kêr ar pennoù sardin : ur valeadenn kanet. Un digarez da anavezout gwelloc'h an istor lec'hel dre ar c'hanaouennoù ; e galleg hag e brezhoneg...kontañ a ra deomp penaos e oa deuet ar mennozh-se dezhañ.



Metig Jakez-Vargas he doa astennet he mikro da Jañ-Mai Havart. Baleadennoù kanet all a vo kinniget gantañ e-kerzh an hañv. Muioc'h a ditouroù a vo a benn nebeud war lec'hienn Ofis an douristelezh e Douarnenez.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio