àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

1500 dilennad lec'hel a souten al lezenn Garot war an dezerzhoù mezegel

1500 dilennad lec'hel a souten al lezenn Garot war an dezerzhoù mezegel

Harz-labour a oa bet garet gant ar vezeien ar sizhun dremenet ha manifestet o doa ar vedisined yaouank. Goulenn a raent na vefe nullet ar raktres lezenn Garot, bet kinniget gant ur c'hannad eus ar PS. Fellout a ra d'an dilennad stourm a-enep an dezerzhoù mezegel. Ma vez votet al lezenn-se ne c'hellfe ket ar vezeien en em staliañ e lec'h ma fell dezhe, berzhet e vefe dezhe labourat er c'hêrioù e lec'h ma kaver ar muiañ a vezeien da skouer, estreget evit erlec'hiañ unan az afe war e leve. Ouzhpenn 1500 dilennadez ha dilennad lec'hel, kalz bretoned e o zouez, o deus embannet ul lizher a-stroll disul er gazetenn « La Tribune du dimanche » evit souten al lezenn Garot. Evel Gurvan Kerloc'h, maer Gwaien. Selaouomp anezhañ...



Gurvan Kerloc'h, maer Gwaien, a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Adkroget eo ar gannaded da studiañ al lezenn Garot hiziv er breujoù.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio