Un tamm tro 'bar "Rouedoù Glas" gant Mité
Ar bloaz-mañ en-dro eo bet niverus an dud e Konk-Kerne evit gouel ar Rouedoù Glas. Ar festival-mañ, troet war-zu ar mor hag ar peskerez, a zo e-mesk ar gouelioù folklorel koshañ a Vreizh.
Katell Uguen a zo bet war al lec'h er bloaz-mañ ha graet he deus anaoudegezh gant Mité, ur vaouez a-orin eus bro Leon met gwriziennet 'kostez ar gêr gloz pell 'zo bremañ. Petra 'vez Mité oc'h ober e gouel ar Rouedoù Glas ? Setu amañ ar respont.