Emañ ar vezeien gant un harz-labour didermen abaoe dec'h
Harz-labour didermen a zo gant ar vezeien hollegour abaoe dec'h. Heuliet-tre eo al luskad gant mezeien SOS Medecins, serret e oa hiziv kabinedoù Kemper, Brest, Roazhon pe c'hoazh Gwened. Heuliet mat eo ivez gant an diabarzhidi, ar studierien ha studierezed war ar vedisinerezh a labour dija. N'eo ket bet embannet c'hoazh pegen heuliet eo bet al luskad hiziv gant ar vezeien liberal. Manifestiñ a raent goude merenn hiziv e Roazhon.
Sevel a reont a-enep d'ur raktres lezenn a venn stourm a-enep an dezerzhioù mezegel. Goulenn a reont ne vefe ket reoliet staliadur ar vezeien ha ne vefent ket rediet kennebeut da vont labourat e kabinedoù all a bep eil. Muioc'h a zisplegadennoù gant Gaelle Pedron, mezegez e Rostrenn.
Gaelle Pedron a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. E 2021 ne oa mezeg ebet en hanter eus kumunioù Breizh.