àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Me Too e bourz ar bigi kenwerzh : prosez Genavir

Me Too e bourz ar bigi kenwerzh : prosez Genavir

Dimeurzh ha dimerc'her e oa barnet an armatour Genavir ha daou implijiad kozh eus an embregerezh e lez-varn Brest ; ur c'homandant hag ur penn-mekanisian. Tamallet e oa dezho fedoù harellerezh spered ha seksel ha tagadennoù seksel. An implijer a oa barnet evit bezañ bet re laosk da geñver diarbenn an harellerezh hag an tagadennoù-se met ivez evit droukzifoc'hioù e liamm gant ar jener. Goustadikoc'h e pigne ar martolodezed er hierarkiezh eget ar vartoloded.

Kalz a dud a oa deuet da heuliañ an dalc'h evit souten ar reuziadezed ha kazi leun e oa ar sal. Ar wech kentañ e oa evit meur a hini da heuliañ ur prosez ha dizoloiñ penaos e tremen ur varnadenn, evel Enora Jegou, mezegez.



Enora Jegou a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Goulennet o breutaerien difenn an damallidi na vefe didamallet rener kozh Genevir hag an embregerezh koulz hag ar c'homandant bet. Roet e vo disoc'h ar varnadenn d'an 19 a viz Even.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio