àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Diwan 'zo lakaet diaes get digresk ar c'hevradoù sikouret

Diwan 'zo lakaet diaes get digresk ar c'hevradoù sikouret

Diaesterioù bras a zo get ar rouedad Diwan er mare-mañ. Digresket e vo ar c’hevradoù sikouret get ar stad, neoazh e bermeta d’ar skolioù dre soubidigezh implij an atsemed, ar gasourion, tud ar c’hempen hag arall.

Aodren Trehin he deus goulennataet Yves-Marie Derbré-Salaun, teñzorour ar rouedad Diwan.

Ur statud ispisial evit an deskadurezh dre soubidigezh e yezhoù ranvroel a zo goulennet a stroll get an Escolim a voda Diwan hag ar c’hevredigezhioù arall ag ar seurt e Frañs. Skrivet o deus da François Bayrou evit lakaat ar gaoz àr ar statud ispisial hag ar c’hevradoù sikouret.

Ur vanifestadeg a vo d'ar 17 a viz Mae e Roazhon, evit goulenn ma vo skoazellet an deskadurezh e brezhoneg ha sevenadur Breizh.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio