Bugaled Breizh: an UDB a c'houlenn gant Donald Trump digeriñ an dielloù
Klask goût ‘pezh 'zo c’hoarvezet d’ar 15 a viz Genver 2004 ‘ba mor Breizh gant ar Bugaled Breizh. O paouez kas ul lizher emañ an UDB da brezidant Stadoù-Unanet, Donald Trump, evit ma vo digoret dielloù Stadoù-Unanet hag an OTAN war afer ar Bugaled Breizh. Aet ‘oa ar c’haluter ‘oa staliet ‘ba Loktudi d’ar strad ha pemp pesketaer gantañ. Met perak kas ul lizher da Donald Trump bremañ ? Selaouit respont Korentin Gaillard 'zo kenurzhier ar strollad emrenour.
PS: Gallout ‘ra an nen mont da sellout ouzh ar stirad « 37 secondes » a gonta istor peñse ar Bugaled Breizh war lec’hienn Arte.fr.
Gwirioù ar poltred gant an UDB