àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

An Dibar, en Plougonveur, a rank cheñch toen

An Dibar, en Plougonveur, a rank cheñch toen

Deuet eo da vezañ ul lec’h kevredigezhel brudet e Bro Dreger : an Dibar, staliet ‘ba Plougonveur dibaoe un daouzek ‘loaz bennak, ‘noa c’hoazh disachet kalzig a dud disadorn tremenet. Aozet ‘oa ur fest-noz evit rastellat arc’hant da gempenn an ti… Aï ‘eo poent bras en ober !

Abadennoù Punk, krogadoù paledoù, festoù-noz… Darvoudoù liesseurt a vez aozet en Dibar. N’eus forzh peseurt kevredigezh a c’hell implijout al lec’h, gant ma klota gant ar mennozhioù enep-faskour, gwregelour, hag evit gwirioù politikel Breizh.

Klevet ‘vo Gabriel, Wagane ha Maïwen, doc’h mikro Gwenvael Delanoe Ar Berr. Klev a rit eo ul lec’h un tamm dreist-ordinal...

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio