àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Aet eo an eil plas gant an teulfilm Naïg ha me e Prizioù an dazont

Aet eo an eil plas gant an teulfilm Naïg ha me e Prizioù an dazont

Fenoz da 8e en abadenn Lenn a-stroll e ti Skol an emsav Roazhon e vo lakaet ar gaoz war pennoberenn ar skrivagnerez Naïg Rozmor : Karantez ha Karantez adembannet gant Herve Bihan e TIR embannadurioù daou vloaz zo. Al levr-mañ oa bet embannet evit ar wech kentañ e 1977 hag en doa graet ur c’hrenn-douar e bed ar brezhoneg. ‘Vel-se he doa lakaet ar gaoz en he barzhonegoù war ar garantez, ar santimantoù kenkoulz hag an darempredoù revel. Koulskoude n’eo ket brudet-tre e Breizh … Setu perak eo bet savet an teulfilm Naïg ha Me gant Claire Villalon. Resevet he deus eil priz an oberennoù Kleweled e prizioù dazont ar brezhoneg.

Setu Claire Villalon a zo bet goulennataet gant Anton Burel. Gallout a rit sellet ouzh he teulfilm Naïg ha me war Youtube. Raktresoù he deus skignañ an teulfilm er skolajoù hag el liseoù, ma z’oc’h dedennet e c’helleer mont en darempred ganti.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio