àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Graet en deus gourfenn Kan Ar Bobl ar bloaz-mañ

Graet en deus gourfenn Kan Ar Bobl ar bloaz-mañ

An dibenn sizhun tremenet e oa bodet miliadoù a dud e Pondi e gourfenn Kan ar Bobl. Etre disadorn ha disul oa bet ur bern strolladoù o kanañ, o seniñ pe o kontañ. Arzourien brudet pe dianavezet c’hoazh o deus bet tro da ziskouez ho parregezhioù war al leurenn. 36 dioute a oa rannet etre rummadoù disheñvel ‘giz Kan da selaou pe kontadennoù e Brezhoneg. Selaouomp Maxime Crahé diouzhtu a zo prezidant Kan ar Bobl …


Setu Konan ha Maxime Crahé zo bet goulennataet gant Aodren Tréhin. Guy Madec neus gounezet ar priz e rummad kontadenn e brezhoneg, Marie Brigitte Bertrand he deus gounezet e rummad kontadennoù e Gallaoueg, Guy Madec neus gounezet ar priz kentañ er rummad kan da selaou ha Bieuzy Mollo neus gounezet e rummad Kanit ‘ta Bugale. M’ho peus c’hwitaet an devezh e c’hellit sellet ouzh an abadenn war facebook Kan ar bobl.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio