àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Larsen ha mediator 158 : Ar rock ha diskar moger Berlin (2)

00:00 / 00:00

Larsen ha mediator 158 : Ar rock ha diskar moger Berlin (2)

E 1981 e teu Ronald Reagan da vezañ prezidant ar Stadoù-Unanet. Kerkent eo stignet an darempredoù gant URSS a zo, hervezañ, « Impalaeriezh ar gwall ». Pevar bloaz war-lerc’h eo tro Mikhaïl Gorbatchev da vezañ sekretour kentañ strollad komunour an Union Soviedel. Merzet en deus pegen merglet eo ar sistem, an daou renour diwezhañ, Andropov ha Tchernenko, zo marvet abred ha diaes eo da URSS keveziñ ouzh SAU pa vefe a-fet armerezh pe armerzh. Kinnig a ra Gorbatchev daou brogamm meur : ar glasnost (an dreuzwelusted) hag ar perestroïka (an adframmañ), en un nebeud mizvezhioù e weler muioc’h a frankiz ekonomikel, sevenadurel ha polititkel. E Alamagn ar reter e sant ar pennadurezhioù efedoù ar perestroïka war spered ar yaouankiz, kreskiñ a ra ar gounnar hag ar goanag a frankiz…

Playlist :

- Elton John : Nikita

- Bob Dylan : Rainy day women (live at LA Forum Inglewood c’hwevrer e 1974)

- Bruce Springsteen : Chimes of Freedom (Enrollet e Belin reter e 1988)

- Pink Floyd : A great day for freedom (foñs son)

- Roger Waters : The Wall Live In Berlin 1990 Another Brick In The Wall Feat. Cyndi Lauper

- The Scorpions : Wind of change

Levrlennadur :

- Rocking the Wall : The Berlin Concert That Changed the World – Erik Kirschbaum - Berlinica Publishing

Larsen ha mediator !

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio