Rink-Hockey 'ba Plougerne gant Gwenole Ollivier!
Goar a rit e kinnigomp dac’h bep sizhun poltred ur sportourez pe ur sportour, pe un darvoud sport. Hag unan eus palioù an abadenn "Sportoù" eo lakaat war wel a-bep-seurt sportoù just mat : reoù brudetañ evel ar vell-droad, ar rugbi, ar marc'h-houarn ha reoù n’int ket ken anavezet. Hudu ez imp da bPlougerne, ma zo ur c’hleub 'zo bet beket ar rummad kentañ ‘ba Bro-C’hall ‘ba ur sport n’eo ket holl vrudet ha koulskoude eo brav kaer da welout, lusket gant kalzig a nerzh… ur sapre arvest me lar deoc’h : ar Rink Hockey.
Gant Gwenole Ollivier e vimp hudu ‘ba Sportoù evit konto diwar-benn e sport muiañ karet e c’hall c’hoari gant APPR Lilia, Association Plouguernéenne de Patinage à Roulette. Ar Rink Hockey 'zo ur sport a-stroll evit c’hoari Hockey sur dac'h, met n’eo ket na war ar skorn na war al letonenn… Selaouomp Gwenole Ollivier bremañ dustu… Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard.