àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 26 a viz Meurzh 2025

00:00 / 00:00

Keleier ar vro d'ar Merc'her 26 a viz Meurzh 2025

Kinniget gant Gwenvael Delanoe Ar Berr.

« Kalon Flamm », setu anv ar ganaouenn nevez savet gant Brieg Guerveno, hag ar video barzhoniel-tre, gant tresadennoù e gwenn ha du, a zo bet gwelet tost da 20 000 gwech dija dindan pemzektez. Savet eo bet gant Gwendal Stephan, un tresour staliet e bro Pondi. Selaouomp anezhañ.

Pladenn Un noz a vo a deuio maez e miz Mae. Video Gwendal Stephan a zo bet priziet gant festival ar filmoù bevaat e Roazhon, ha diskouezet e vo eno d'ar 25 a viz Ebrel war ar skramm bras.

Un abadenn evit ar re a blij dezho bevañ troioù kaer ! « Nomad war an hent » eo titl an abadenn a zo roet lañs dezhi gant ar stal nevez « Huñvre », ur stal broduiñ zo bet krouet gant Mikael Baudu ha daou geveler all. Gant « Nomad war an hent » eo erlec’heriet « Foeterien » ‘oa roet da sellet ouzh an tele ‘pad muioc’h ‘vit dek vloaz. Roomp ar gaoz da vMikael Baudu evit kaout muioc’h a displegadennoù. Filmet e vo koulzad kentañ « Nomad war an hent » pe fin miz Mae pe fin miz Even. Skignet e vo an abadenn ‘benn miz Genver 2026 war Tebeo, Tebesud, TVR, Brezhoweb ha ICI Breizh (Frañs 3 Breizh). Gall ‘reer lakaat e anv beket an 30 a viz Ebrel evit kemer perzh en abadenn. Ret eo kas ul lizher emginnig hag ur CV dre ar chomlec’h : nomadwaranhent@gmail.com.

Komzet e vo ivez eus :

- ar brezel en Gaza

- al luskad sokial en Turkia a-enep d'ar prezidant

- sevener an teulfilm No Other Lands bet harzet ha gloazet en Sisjordania

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio