Keleier ar vro d'ar Meurzh 25 a viz Meurzh 2025
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Dibar : Un ostaleri nevez e Roazhon
Cantine Bistrot paillettes, setu an Dibar, ar stal nevez digoret e Roazhon. Heuliet e oa bet gant Morgane Cotten deus Radio Naoned krouidigezh an Dibar a bazenn da bazenn. War blasenn Thérèse Pierre emañ staliet an Dibar chouk da harz lec’h metro Jakez Karter hag eo digoret en un doare ofisiel bremañ, disadorn e oa al lid digeriñ hag eo bet lidet war an ton bras, selaouomp Olwen Denez unan deus tri perc’henn an dibar.
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel
Emvod evit saveteiñ bed ar sevenadur
Un emvod-meur a zo bet hiriv e skol an arzoù-kaer en Oriant, anvet ivez an Eesab. Arzourion hag arzourezed a bep seurt a a oa strollet evit stourm asambles doc’h an troc’hoù budjed er sevenadur, ha pas nemetken e Broio al Liger. Hent- ar strizhder ekonomikel emañ e kemer muioc’h muiañ a strollegezhioù. Ar c’henaroud politikel etrevroadel a zo é fonusaat an troc’hoù er sevenadur met ivez er servijoù publik dre vras, a benn postañ muioc’h a argant en difenn.
Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin
Ha da glevout ouzhpenn er c'heleier :
Kevraouiñ etre SUA ha Russia war un Harz-tennañ en Ukraina
Ar brezel e palestina ac'hubet
Taget oa bet burev ar c'hannad Paol Molag e Ploermael gant stourmerien ar gallaoueg
Manifestadeg dirak Lise katolik an intron varia e Sant Nazer