Keleier ar vro d'al Lun 24 a viz Meurzh 2025
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Manifestet ‘oa bet disadorn un tamm pep lec’h en Breizh a-enep d’ar ouennelouriezh ha d’an tu dehoù-pellañ.
Kevredigezhioù, sindikadoù ha strolladoù politikel liesseurt o doa galvet an dud da sachañ evezh war ar mennozhioù faskour ‘zo o kreskiñ er gevredigezh. Tro-dro 800 den a oa 'n em vodet da skouer e St-Brieg.
Kantadoù a dud o doa dibunet gant plijadur e straedoù Gwengamp, disadorn tremenet.
Treuzwisket an holl, pe dost, evel m’eo dleet da vare Meurlarjez. Peadra da reiñ enor d’ar Peoc’h er gevredigezh, gant fent ha plijadur e kreiz-kêr.
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Bac'het eo bet maer Istamboul dec'h
- Kregiñ a raio ar marc'hatadennoù hiziv evit un harz-tennañ e Ukrenia
- Krog eo Israel da vombezenniñ Liban en-dro
- Manifestadegoù bras a oa bet e Israel disadorn da noz a-enep da Netanyahu
- Kant dek rod-avel a c'hellfe bezañ staliet war vor e bae Montroulez
- Ur ger war ar sportoù