Kampionad Europa Gouren ha Back-Hold a vo d'an 19 ha d'an 20 a viz Ebrel 'ba Lokournan
Aozet e vo Kampionad Europa Gouren ha Back-Hold 'ba Breizh ar bloaz mañ. Un tamm zo ne oa ket bet dalc'het ar c'hampionad etrevroadel evit an dud gour... abaoe 2019. Gortozet gant hast war gourenerien Breizh gellout kemer perzh 'bar c'hampionad uhelañ zo aozet evit o sport. Reiñ a reomp deoc'h da selaou un abadenn Sportoù zo gouestlet d'ar c'hampionad a vo dalc'het 'ba Lokournan ar bloaz mañ. Klevet e vo Jerald Brunou, Anaelle Le Piolet, Briag Henry ha Helowenn Delorne. Lusket eo an abadenn gant Erwan Blanchard.