àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 21 a viz Meurzh 2025

00:00 / 00:00

Keleier ar vro d'ar Gwener 21 a viz Meurzh 2025

Kinniget e oa bet keleier ar beure-mañ gant Erwan Blanchard.



Tro dro 700 den o doe manifestet e Pondi dec’h, a-benn difenn al leveoù, ar servijoù publik ha dreist-holl ar re tro-dro d’ar yec’hed. Plasenn ar marc’had a oa goloet get liv ruz jiletennoù ha banielloù retreteed ar CGT. Rann Gwengamp en doa lañset ar galv d’ober un tolpadeg rannvroel e kreiz ar vro, heuliet gant ur bochad strolladoù all evel an FSU pe ar CFTC da skouer. E pep lec’h e Frañs e oa darvoudoù ag ar seurt. Goulenn a reont ur c’hresk a 10 % a live al leveoù. Aodren Trehin he deus aterset div vanifestourez, Maivon ha Dominique.

Stanket eo IUT Lannuon, dibaoe derc'hent-dec'h, gant studierien ha studierezed a sav a-enep an digreskoù arc’hant er skol-veur. Nolan Toudic, studier en departamant Infocom, ‘zo o vont da gontañ deomp hiroc’h perak emaint o stourm.

Nullet eo ar vanifestadeg a oa da vout dalc’het ‘ba Plouezoc’h a-benn disadorn. Ur vanifestadeg evit goulenn groñs ma vo dalc’het an anvioù brezhoneg ‘bar gumun evel anvioù ar vilajennoù ha n’eo ket evel elfennoù evit klokaat chomlec’hioù annezidi Plouezoc’h. Daou vloaz 'zo emañ tud ar c’hevredigezhioù o stourm evit derc’hel anezho. Kaset ‘zo bet lizhiri da dilennidi kêr Blouezoc’h… en aner. N’eus bet respontet mann ‘bet dezho. Gant KLT-Ti ar vro Montroulez ha stroll ar c’hevredigezhioù zo o tifenn anvioù lec’h ar gumun ‘oa dougenet an darvoud. Met divizet ‘neunt nullañ ar vanifestadeg o c’houzout e c’hallfe mont da drenk… Jo Kalvez, pdt KLT-Ti ar vro Montroulez zo gant Erwan Blanchard.

Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier :
- Anzavet en deus Joel Le Scouarneg bout palforzhet an 299 bugel
- Manifestadeg ouzh an droukziforc'hioù a vo warc'hoazh
- Gallout a rafe bout astalet an RSA eus 30 da 100 % ma ne doujer ket eus ar redioù
- Muioc'h evit 400 den zo bet lazhet e-kerzh an noz 'ba Gaza
- Kirsty Coventry : ar vaouez kentañ zo dilennet 'ba penn ar CIO
- Brest-Breizh Hand ouzh Podravka warc'hoazh e Champion's League Handball

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio