àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 20 a viz Meurzh 2025

00:00 / 00:00

Keleier ar vro d'ar Yaou 20 a viz Meurzh 2025

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Prizioù Dazont ar Brezhoneg 2025

Priziou dazont ar brezhoneg ‘oa bet embannet dec’h da noz ! Aozet e vez gant France 3 Breizh hag Ofis publik ar brezhoneg bep bloaz ‘vit reiñ ton d’an dud a ra gant yezh ar vro. ‘Ba sal an Armorica ‘ba Plougerne eo 21 loread ‘oa bet lakaet war wel ‘ba seizh rummad dishenvel : brezhoneger ar bloaz, priz an embregerezhioù, priz ar c’hevredigezhiou, priz ar strollegezhiou, priz ar bladenn kanet e brezhoneg, priz al levr e brezhoneg hag hini ar c’hleweled…

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

Liseidi Karaez o stourm

Kenderc’hel a ra luskad liseidi ha liseadezed Diwan, evit kaat
kondisionoù bevañ ha labour dereat e savadurioù Kerampuilh, ‘ba Karaez.
Ar sizhun dremenet o devoa  harzet al labour evit plantañ trouz, hag e
oant deuet a-benn da gaat un emvod gant pennoù-bras ar Rannvro ha
L’Ailes, ar gevredigezh a ra war-dro feurmiñ ar savadur. Met ar
respontoù n’int ket trawalac’h, hervez Telo Troadec, a oa bremaik o vont
da vanifestiñ gant ur pevar-ugent lisead bennak e straedoù Karaez.

Ur pennad-kaoz gant Gwenvael Delanoe Ar Berr


Ha da glevout ouzhpenn er c'heleier :

  • Un doare harz-tennañ zo bet sinet etre SUA ha Rusia

  • Argadenn lu Israel e Gaza

  • Maer Istambul zo bet toullbac'het gant an Diktatour islamour Erdogan

  • Harz-labour e IUT Lannuon

  • Krogadoù melldroad lig ar broadoù a vo fenoz

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio