àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 19 a viz Meurzh 2025

00:00 / 00:00

Keleier ar vro d'ar Merc'her 19 a viz Meurzh 2025

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

E 2020 e oa bet lañset ur galv raktresoù get Ajañs an dour Breizh-Al Liger a-benn ambroug al labourerezed ha labourerion-douar.

Broudañ anezhe da deurel evezh doc’h kalite an dour eo ar pal, ha stourm a-enep d'ar bezhin glas. Kumuniezh kumunioù bro Fouenn ha Tolpad-kêrioù Konk-Kerne o doa kinniget ar steuñv-se da diegezhioù ar vro hag eizh tachenn àrn-ugent diàr kant-tregont o doa respontet d'ar galv raktresoù-se. En o mesk emañ Klervi Rivière. Gounit a ra avaloù-douar e Pleuwen. Selaouomp anezhi. Aterset e oa bet get Metig Jakez-Vargas.

E 2009 e veze dastumet 12 500 tonelad bezhin glas e bae Forest-Fouenn hag àrlene e oa bet dastumet 167 tonelad hepken ! Splann eo an difoc'h neuze. Met gellet a ra bout displeget get abegoù arall ivez él an hin, ar sevel kleuzioù pe c'hoazh an dachenn.

Ur c’hlasad a vo serret e skol publik St-Roc’h e Lannuon, a-benn an distro-skol e miz Gwengoloñ.

Sed aze ur gwall-daol evit ar skol divyezhek istorel-se er c’horn-vro, hag evit an hentad divyezhek a-bezh e Bro Dreger. N’eo ket bet lakaet da blegañ an ensellerezh daoust d’ur stourm bras bet kaset da benn get kerent ar vugale. Met gellet a reont kontañ àr dud an ti-kêr : divizet eo bet get dilennidi kêr Lannuon lemmel kuit ar gartenn-skol, evit ma c’hellehe bep bugel kaouit ar choej da vout skoliataet e St-Roc’h e plas bout rediet da lakaat e anv e skol ar c’harter e lec’h m’emañ é chom. Hiroc’h a vo lâret doc’htu get renerez ar skol, Julie Lenoel, a zo arrivet pemp plez ‘zo.

Ha da glevet ivez er c'heleier:

-Achuet eo an harz-tennañ etre strolladoù broadelour palestinad ha Stad Israel e Gaza.

-Ur bellgomzadenn a oe bet dec’h etre Donald Trump ha Vladimir Poutine.

-Difennet eo bremañ ar Pride e Bro Hungaria.

-Savetaet eo Ti ar vretoned e Pariz.

-Kinniget eo d’an holl votiñ evit anvioù arsavioù linennoù nevez tram Brest.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio