Keleier ar vro d'ar Meurzh 18 a viz Meurzh 2025
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Start eo ar jeu evit an EHPADoù publik e Breizh
Berr eo an arc’hant gant an darn vrasañ eus an EHPADoù publik, a ro bod ha boued ha skoazell war ar pemdez d’ar re n’hellont ket ken or war o zro o un’. E Penn-ar Bed hag en Aodoù an Arvor eo e vez an diaesañ e Breizh. En departamantoù-se e vez kollet arc’hant gant an tri-c’hard eus an EHPADoù.
En o zouez, EHPAD Melc'honeg, ba Plouared, en Bro-Dreger, lec’h m’emañ o chom 57 den. Warlene ‘oa bet rak-jedet ur c’holl-arc’hant a 200 000 € en ti. Betek-hen e chom dereat ar c’hoñdisionoù bevañ evit ar re gozh, met sachet ‘vez war an implijidi a n’int ket niverus a-walc’h evit ober kement-tra ‘zo d’or. Gwenvael Delanoe Ar Berr ‘zo bet o c’houlenn e soñj digant Camille Le Gwilhou, ‘zo o chom en EHPAD Melc’honneg dibaoe tri bloaz.
Sinema e brezhoneg evit ar vugale
Ya, e-pad ur miz da vare mizvezh ar brezhoneg. Ar sizhun dremenet e oa bet pedet tud Dizale, ha sevenerien ar filmoù e Sinema an Arvor e Roazhon. Kenaozet e oa ar skignadenn-mañ gant Skeudenn Bro Roazhon. Selaouomp neuze Ael-Anna Maze sekretourez produiñ er gevredigezh.
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Torret he deus Israel an harz-tennañ ha bombezennet taer bandenn Gaza dec'h da noz
- Ur vanifestadeg ramzel a oa bet e Serbia disadorn
- Disklêriet en deus François Bayrou ne vefe ket cheñchet an oad evit mont war e leve
- Sarret e vo kreizenn Amzer Nevez e Plañvour
- Chomet eo a-sav liseadezed ha liseidi Diwan Karaez digwener gant o harz-labour